XXXI.
Ann Alarc'h
Ies Kerne (dialect of Cornouaille).
- Eunn alarc'h, eunn alarc'h tre-mor,
Eunn alarc'h, eunn alarc'h tre-mor,
War lein tour moal kastel Arvor!
Dinn, dinn, daon! dann emgann! dann emgann! Oh!
Dinn, dinn, daon! dann emgann a eann!
- Neventi vad d'ar Vretoned!
Neventi vad d'ar Vretoned!
Ha malloz-ru d'ar C'hallaoued!
Dinn, dinn, daon!, etc.
- Erru eul lestr, e pleg ar mor,
He weliou gwenn gant hann digor;
- Digouet ann otrou Iann endro,
Digouet eo da ziwall he vro;
- D'hon diwall doc'h ar C'hallaoued,
A vac'hom war ar Vretoned.
- Ken a losker eur iouaden,
A ra d'ann od eur grenaden;
- Ken a zon ar meneiou Laz;
Ha froen ha drid ar gazek c'hlaz;
- Ken a gan laouen ar c'hleier,
Kant leo tro-war-dro, e peh ker.
- Deut eo ann heol, deut eo ann han;
Deut eo endro ann otrou Iann!
- Ann otrou Iann a zo potr mad;
Ker prim he droad hag he lagad.
- Lez eur Vreizadez a zunoz
Eul lez ken iarc'h evel gwin koz.
- Luc'h a dol he c'hoaf pa'n horell,
Ken a vrumenn ann neb a zell.
- Pa c'hoari klenv, ker kre e zarc'h,
Ken a zaou-hanter den ha marc'h. -
- - Darc'h ato, dalc'h mad, otrou duk,
Dao war'nhe! ai-ta! bug-ho! bug!
- Neb a drouc'h 'vel a drouc'hez-te,
N'en deuz otrou nemed Doue!
- Dalc'homp, Bretoned, dalc'homp mad!
Arzao na true! goad oc'h goad!
- Itron Varia Breiz, skoaz da vro!
Fest erbedenner, fest a vo!
- Dare' ar foen; piou a falc'ho?
Dare' ann ed; piou a vedo?
- Ar foen, ann ed, piou ho fako?
Ar roue gav gant-ha' raio.
- Dont a rai a-henn eur gaouad,
Gand eur falc'h arc'hant da falc'hat;
- Gand eur falc'h arc'hant er bro-ni,
Ha gand eur fals aour da vedi.
- Mar plije gand ar C'hallaoued
Daoust hag int mank ar Vretoned?
- Mar plije gand 'nn outrou roue
Daoust hag hen eo den pe Zoue?
- Skrigna ra bleizi Breiz-izel,
O klevet embann ar brezel,
- O klevet ar iou, a iudont:
Gand c'houez ar C'hallaoued a reont.
- Enn henchou, e-barr a welour
O redeg ar goad evel dour,
- Ken iei ru-glaou brusk ann houidi,
Hag ar wazi gwenn o neui.
- Muioc'h a dammou goaf, e sklent,
Eged skoultrou goude harr-went;
- Ha muioc'h a hennou-maro,
Eged e karneliou ar vro.
- Potred Gall, elec'h m'a koueint,
Beteg deiz ar varn a c'hourvint;
- Beteg deiz ar varn hag ar fustl,
Gand ann Trubard a ren ar rustl.
- Ann dev-radur euz ar gwe,
Ann dev-radur euz ar gwe,
Bai dour benniget war he ve!
Dinn, dinn, daon! dann emgann! dann emgann! Oh!
Dinn, dinn, daon! dann emgann a eann!