III.
Aotrou Nann hag ar Gorrigan
Ies Leon (dialect of Leon)
- Ann aotrou Nann hag he briet,
Iaouankik-flamm oent dimezet,
Iaouankik-flamm dispartiet.
- Ann itroun e deuz ganet dec'h
Daou vugel ker kaer hag ann erc'h
Unan zo paotr, ann all zo merc'h.
- - Petra c'houl ho kalon a vad,
P'ec'h euz ganet eur mab d'he dad ?
Livirit, m'her rei d'hoc'h timat :
- Eik kevelek a stank ann diaz,
Pe kik karo ar forest c'hlaz ?
- - Kik karo eo a gaffenn mad ;
Hogen poan vezo mont d'ar c'hoad. -
- Ann aotrou Nann pa he c'hlevaz,
Enn he c'hoaf dero a grogaz,
- Ha war he varc'h du a lammaz,
Ha d'ar forest c'hlaz ez euz.
- War lez ar c'hoad pa oa digouet,
Eunn heizez wenn en deuz gwelet ;
- Hag hen mont buhan war he zro
Ken grede 'nn douar dindan ho ;
- Hag hen mont war he lerc'h raktal
Ken rede ann dour diouc'h he dal.
- Ha diouc'h he varc'h a beb kostez.
Ken a zeuaz ann abardez ;
- Ken a gavaz eur waz vihan
E-kichen ti eur Gorrigan,
- Ha tro-war-dro eunn dachen flour ;
Hag hen da zisken d'eva dour.
- Ar Gorrig oa tal he feunten
O kriba he bleo hir melen,
- Hag ho c'hribe gant eur grib aour
('Nn itrounezed-ze n'int ket paour).
- - Penaoz oud-de ken dievez
Da zont da stravilla va gwez !
- Dimezi d'in brema' refet,
Pe e-pad seiz vloaz e seac'hfet ;
Pe a-benn tri deiz e varfet.
- - Dimezi d'hoc'h me na rinn ket,
Rag eur bloaz-zo ounn dimezett ;
- Da zizeac'hi na jomminn ket,
Na benn trideiz na varvinn ket ;
- Met gwell eo d'in mervel breman
'Get dimizi d' eur Gorrigan !
- - Va mammik keaz, ma am c'haret,
Aozet va gwele ma ne ket ;
Gand ar c'hlenved ez ounn dalc'het.
- Na livirit tra d'am friet,
A-benn trideiz ez vinn besiet :
Gand eur Gorrigan ounn bet skoet. -
- Hag-abenn tri dervez goude
Ar c'hreg iaouank a c'houlenne :
- - Livirit d'in-me, va mamm-gaer,
Ha perag e sonn ar c'hleier ?
- Perag e kan ar veleien
War al leur-zi, gwisket e gwenn ?
- Enn noz-man mervel e deuz gret.
- Eur paour=keaz hor boa kemeret.
- - Va mamm-gaer d'in-me leveret,
Va aotrou Nann peleac'h eo eet ?
- - E kear va merc'hig ez eo eet ;
E-berr e tenio d'ho kwelet.
- - Va mamm-gaer geaz livirit d'in,
Ruz pe c'hlaz d'ann iliz ez inn ?
- - Va merc'hik deuet eo ar c'hiz
Da vout gwisket du d'ann iliz. -
- Pazenn ar vered pa dreuzaz,
Bez he friet paour a welaz.
- - Pe re hon dud-ni zo marvet,
Pa d-eo hon douar-ni fresket ?
- - Siouz ! va merc'h, n;hallann nac'h mui :
Ho priet paour a zo enn hi ! -
- War he daou-lin en em strinkaz,
Ha biken goude na zavaz.
- Burzuduz vize da welet,
Ann noz goude ma oa leket
Ann itroun e hez he friet,
- Gwelet diou wezen derv sevel
Diouc'h ho hez nevez d'ann uc'hel ;
- Ha war ho brank diou c'houlmik wenn,
Hag ki ken dreo ha kel laouen,
- Eno 'kann da c'houlou de,
Hag o nijal d'ann nenv goude.